Wanted : Explore

 

Notifications

Retirer tout

Wanted : Explore

(@import)
Membre

Grüß Gott Alan,

N´em eus ket « Explore », met klevet ´m´eus ar bladenn e Internet. N´eo ket aes kavout ho pladennou e Munich. Souezhet e oan, ha marteze un tammig disouezhet. Gouzout a ouzon avat ne felle ket din kalz  a bladennou pa glevis anezho kentan gwech. Memes tra e oa pa glevis « Me zalc´h ennon ur fulenn aour » goude « Ar gouriz koar ». An div bladenn a fell din kement-ha-kement hiziv. Setu perak ´m eus glevet « Explorer » ur wech all, hag ur wech all. Neuze e « komprenan » ar bladenn-se gwelloc´h hag e fell din zoken. C´hoant em boa da brenan anezhi e Internet, met ret eo din da c´hortoz etre 4 ha 7 Sizhun evit an urzh-prenan. Re hir eo. Gwerzhan a rit ar bladenn e Nürnberg marteze ?

Spi ´m eus e c´hellin hepdale klevout ar bladenn en he fezh. Forzh penaos, mont a ran da Saint Médard sur Ille (Anavezout a rit  ar gêr-man ? E lec´h ma eman ma zud o chom) e miz eost ha sur on e vo possub prenan anezhi e Roazhon.

Hag-en e c´hellfec´h lavarout din penaos o deus degemeret ho kenseurted (Denez Prigent, Dan Ar Bras, hag all) « Explorer »?

Kenavo,
Kelig

Citation

Posté : 20/07/2007 9:39 pm


 alan

(@alan)
Membre Moderator Registered

Ya gwerzhet ‘vo war al lec’h,….gant un nebeut re all ma blij deoc’h gwelloc’h;
n’hon eus ket komzet diwar Explore gant ma « disklibien » Denez pe Dan. Soñj ‘ran e plij dezhe. Ar pezh n’eo ket aes gant ar sort disk-man: kement personel eo, gant ma c’hoant en ur c’houlz resis, chañs ‘zo pa ‘vez kavet tud war ar memes c’hoant.
Er wech-man, ‘m oa ket c’hoant sonjal e oa ret lakaat ur « proportion » « breizhek sklaer ».
Ken ar 27 neuzen,
alan

RépondreCitation

Posté : 22/07/2007 8:10 pm

(@import)
Membre

Salud deoc´h Alan,
Kendalc´het em eus da « c´hwilian » e Internet evit lenn ha selaou diwarnoc´h. Kavet ´m eus kalz a draoú, met ne ouzon ket hag-en eo gwir. Un tammig « arvarus » eo Internet.
Laouenn on e c´helli prenan ho pladennou e Nuremberg.
Ur goulenn sot ´m eus : penaos e rit an « n tilde » ?
Hag ur wech all: trugarez evit ho madelezh.
Kenavo.
Kelig

RépondreCitation

Posté : 24/07/2007 8:46 pm


 alan

(@alan)
Membre Moderator Registered

ñ: pouezhañ da gentañ war Alt Gr, hep kuitaat Alt Gr, pouezhañ war é, kuitaet pep tra, pouezhit war n; ‘vel se e ya endro war ur PC e Galleg;

kavout a ran alies traoù diwir pe traoù wir mesket gant traoù faos, un tamm pep lec’h; setu perak ez eus bet lakaet ar muiañ posubl keleier diwar ma istor war ma lec’hienn. Ar fazioù aliesañ a zo endro an deiziadur (1/penaos eo bet kroget adginivelezh an delenn vreizhek 2/ penaos m’eus kroget da ganañ); memes e levrioù tud sirius e vez briz-mesket pep tra…
kenavo,
alan

RépondreCitation

Posté : 25/07/2007 10:53 am

 

Retour en haut