Notifications

Retirer tout

REDADEG 2012

(@import)
Membre

Salud deoc’h holl,

Ur redadeg aozet dre Vreizh a-bezh evit brasañ brud ar brezhoneg…
Gouelioù kinniget un tammig e peplec’h a-hed ar 1500 km a ya d’ober an hentad…
Ur raktres digor d’an holl re ‘zo tomm o c’halon ouzh yezh ar vro.
Brezhoneg ha plijadur ! Setu ger-stur ar redadeg ar bloaz-mañ hag e c’heller lavaret ez eo loc’het mat-tre e Brest disadorn tremenet !
Ma fell deoc’h gouzout hiroc’h, kit ‘ta war lec’hienn ar redadeg :
www.ar-redadeg.org

Bonsoir à tous,

Courir pour le breton ; organiser manifestations et fêtes en tous genres tout au long des 1500 km du circuit, la belle aventure !!
Une vraie chaîne humaine ; des gens qui courent nuit et jour en relais en soutien à la langue bretonne…
Breton et plaisir ; c’est le thème de cette année et on peut dire que cela est bien parti samedi dernier à Brest !
Et si vous souhaitez en savoir plus, si votre coeur vibre à la seule évocation de notre langue, alors allez faire un petit tour du côté de : www.ar-redadeg.org

* Emichañs n’em bo feuket den o lakaat seurt kemennadenn war al lec’hienn-mañ.
   Met chom hep menegiñ an darvoud-mañ a gavfen dipitus, ken a-bouez ma ‘z eo evit an holl re a gustum soursial ouzh stad hor yezh bemdez…

Laouen

Citation

Posté : 14/05/2012 11:25 pm


 alan

(@alan)
Membre Moderator Registered

KALON VAT HA TRUGAREZ D’AR REDADEG HA D’AR REDERIEN!

RépondreCitation

Posté : 16/05/2012 5:05 pm

(@import)
Membre

Ur sizhunvezh leun a virvilh e Breizh…

Galoupat war un nebeud kilometradoù gant ar rederien evit loc’hañ eus Brest ha sikour aozañ un abadennig a-ratozh kaer evit ar vugale, dezho da vezañ lakaet ‘barzh an taol…
Sikour aozañ ur fest-noz evit lidañ tremen ar redadeg en ur gêr vihan a Vro Leon…
En em gavout gant ar rederien ‘kostez ar Menezioù Du e-kreiz an noz hag mont d’o heul evit ur frapadig…
Adkavout ar rederien e Douarnenez evit ar c’hilometradoù diwezhañ…
Pe c’hoazh :
Heuliañ emvodoù prientiñ ar c’horn-bro…
Sikour niverenniñ panelloù ar c’hilometradoù ha T-shirtoù ar rederien…

A bep seurt ‘oa tu ober evit sikour ar redadeg ha kemer e lod…

Ar redadeg : 
Brezhoneg ha plijadur ?!  Ya sur !
Brezhoneg ha from ivez, p’en em gaver gant ur vandennad bugale o tifoupañ eus ar riblennoù-straed, pres warno da gemer o flas e fin ar redadeg e Douarnenez da heul ar rederien…
Brezhoneg ha levenez, o tegemer bugaligoù ar skol da hanter-noz hanter, leun a startijenn c’hoazh d’an eur-se, laouen o c’haloupat gant ar re vras ha fier-ruz o kemer perzh er redadeg…

Ur sizhunvezh leun a skeudennoù kaer evit an holl re a fell dezho e chomfe bev hor yezh…

La redadeg, une semaine exceptionnelle en Bretagne…
Que ce soit pour courir, en journée, de nuit ou encore pour donner un coup de main,
il y avait de la place pour chacun…


Breton et plaisir ? Oui, c’est certain !
Breton et émotion aussi… Au vu des enfants si pressés de se joindre aux coureurs, si fiers d’être là…


Une semaine inoubliable pour que vive notre langue…


Laouen

RépondreCitation

Posté : 22/05/2012 12:26 am

 

Retour en haut