Marionig
Salud,
Gorrek on em selaou pladennoù. Koulskoude on bet fromet diouzhtu gant Marionig. Dav e oa sevel ur ganaouenn diwar he fenn ha pa ‘z eus bet gwerzioù bet en amzer gozh (marteze?). Padal n’eo ket ar pozioù a zedenn ac’hanon ar muiañ met ar sonerezh!
N’on ket soner tamm ebet met dre forzh selaou (em c’harr war hentoù Breizh) eo deuet ennon blaz ar « progressif folk » da vare ar bloavezhioù 70. Soñjal a ran e tonioù Steeleye Span pe Fairport Convention ha dreist holl ez albom a vez graet anezhañ « International Tour » (We shall survive da skwer…).
Ober a ra vat din!
Trugarez dit ha da sonerioù bet o kemer perzh asambles ganez.
Er ganaouenn-se mignoned o deus roet pozioù hengounel a yae mat gant an ton kozh-se. Implijet ‘m eus anezhe evel m’emañ hep ar c’hoant ‘vit ur wech da chenj anezhe ma unan. Ne oa ket ma fal aze.
Trug.
alan