Ur martolod e Nurem…
 
Notifications
Retirer tout

Ur martolod e Nuremberg !!!

(@import)
Membre

Salud deoc´h Alan,

E Munich emaon o vont ha klevet ´m´eus e voc´h e Bro Alamagn tuchantik. Laouenn-tre on Very Happy . Mont a rin da Nuremberg da wellout ac´hanoc´h.
Klevout a ran breman ur CD a anavezit mat: Olympia. Wunderbar eo !
Gwelet ´m eus ac´hanoc´h lies gwech rak ma familh eman o chom etre Roazhon ha St Malo. Marteze e vefe gwelloc´h evidomp ma skrivfen e galleg, peogwir n´eo ket mat ma brezhoneg. Spi m´eus ne lenn ket Stefan (salud dit Laughing ) ar mail-se! Ma c´helenner brezhoneg eus Skol-Ober eo.
Kanan a reoc´h e brezhoneg e Nuremberg ?
Gwellañ soñjoù,
Kelig

Citation
Posté : 05/07/2007 12:04 am
(@import)
Membre

Salud deoc’h Kelig,

Kavout a ran brav ha kalonus kenañ diganeoc’h da skrivañ da Alan e brezhoneg. An dra-se a zikouez e vez desket ar brezhoneg e pep korn ar bed. Anavezout a ran mat Skol Ober, desket ‘m eus ganto ivez. Stefan a oa ma c’helenner ivez met ket du-se. Ur sapre den…

Abadenn laouen deoc’h e Nuremberg ha kendalc’hit da zeskiñ mat !

Ken ur wech all hag a greiz kalon.

Mireille.

Le breton est une langue VIVANTE et s’apprend partout dans le monde !…

RépondreCitation
Posté : 05/07/2007 2:23 am
 alan
(@alan)
Membre Moderator Registered

Salud deoc’h Kelig,

komprenet ‘vo neuzen pozioù ma c’hanaouennoù gant un den d’an nebeutañ e Nurnberg (pe Menez Nurn?)… Ka biskoazh m’eus cheñjet niver ar re e Brezhoneg pa z on en ul lec’h pe ul lec’h all. A drugarez d’ar sonerezh emichañs.

Ken ar 27 neuzen,
alan

RépondreCitation
Posté : 09/07/2007 5:55 pm
(@import)
Membre

Salud deoc´h Alan,

laouen-tre oan pa lennis ho respont, trugarez. Ne anavezan ket ar bladenn Explore, met marteze e vo possub da brenan anezhi e Menez Nurn (brav !). C´hoant ´m befe ho lavarout un dra all: pa hoc´h eus kanet el Olympia e oan ur plac´h bihan hag evidon eo evel m´em befe anavezet anezhi bepred. Met, pouezus eo an dra-se : deut oc´h a-benn da chom arnevez. Gourc´hemennoù !
Kelig

RépondreCitation
Posté : 11/07/2007 12:21 am
 alan
(@alan)
Membre Moderator Registered

Trugarez deoc’h endro !
ken fin miz Gouere e Menez Nurn neuzen (petra dalv Nurn??);
alan

RépondreCitation
Posté : 11/07/2007 9:37 pm
(@import)
Membre

« tornaod » dalv Nürn (germ. nuor).

RépondreCitation
Posté : 11/07/2007 9:47 pm
 alan
(@alan)
Membre Moderator Registered

n’eo ket plaen al lec’h emichañs…

RépondreCitation
Posté : 15/07/2007 12:49 pm

Retour en haut