
Tri c'hemener
tostait holl ‘ta da glevet
ur sonenn nevez-kompozet!
an ton a zo anavezet,
met eus traoù all e vez kanet.
Tri c’hemener yaouank
Tralalalalalala
Tri c’hemener yaouank
O vont da glask merc’hed koant
O vonet da glask merc’hed, gê
O vonet da glask merc’hed
Degoue’t emañ an tri
Dirak ti un amezeg
Deboñjour deoc’h, itron,
Ha pell emañ ho pried?
‘mañ ket er gêr, siwazh,
Met deuit ‘ta tre, m’ho peus c’hoant!
Ha setu int o-zri
Er gwele gant ar vaouez
Tri c’hemener yaouank
‘zo aet da glask merc’hed koant…
Ha n’eo ket brav, n’eo ket brav paotred, c’hoari koukou gand ar mer’ched !!!! (ton anavezet mad)
petra eo ar goulenn? quelle est la question?
N’eus goulenn ebet e gwirionez. Ur studier on e Master brezhoneg; emaon o paouez sevel ar pezh parodienn-se, just evit farsal.
Savet eo bet diwar skeudenn ar c’hemener a vez kavet en hengoun pobl.
Me ‘gave din e c’helljec’h-c’hwi bezañ dedennet gant an dra-se marteze
trugarez.
N’eus forzh penaos, dedennet on pa ‘zeu tud aman o tont deus aergelc’hioù ar yezh, ar bagadoù, pe an emsav.
Ken ar wech all,
alan