Saint Etienne Marig ar Pollanton
Mat ar bed ganez? ‘peus ket gouezet?
Abaoe pell emaon e-sell kas dit ur gemennadenn evit kinnig dit ur ganaouenn bet klevet ganin pell zo.
Setu hini ur strollad a vro-Saoz ma ne fazian ket hag a vez graet Saint Etienne anezho.
Pa’m boa prenet o CD e oa evit klevet o doare-ober kanaouenn ar breton Etienne Daho: Week-end à Rome hag a zo aet da He’s On The Phone… N’eo ket fall. Met pell emaon eus va c’hazeg…
Na souezhat tra pa’m boe klevet Former Lover… damheñvel ouzh… suspens… Marig ar Pollanton! Memes ton, memes ton ha kregiñ a ra gant an harmonika, heñvel vi, kwa! Dre ma n’on ket ur mailh war ar saozneg ne ‘m eus ket gellet gouzout hag an hevelep pozioù a ‘z a d’ober ar ganaouenn hag hini ‘peus kanet.
Ma ‘peus c’hoant gouzout hiroc’h ‘peus ket nemet klask selaou an album Tiger Bay gant Saint Etienne bet savet e 1994 e ti Heavenly Records.
evit ar re ne gomzont ket c’hoazh hor yezh… (poent eo kregiñ e-barzh!):
Le monde est bien avec toi? t’as pas su?
Je pense depuis longtemps t’envoyer un message à propos d’une chanson.
Il s’agit d’un groupe britannique: Saint Etienne.
Quand j’ai acheté le CD, c’était pour écouter leur version de Week-End à Rome d’Etienne Daho (encore un breton!)
Quelle ne fut pas ma surprise à l’écoute d’un titre: Former Lover… La même mélodie que Marig ar Pollanton!
A écouter sur l’album Tiger Bay Saint Etienne 1994 Heavenly Records.
Ken ar c’hentañ!
Trugarez dit!
n’em eus ket klevet se c’hoazh, met n’eo ket ar wech kentaén em eus lakaet tud d’ober anaoudegezh gant kanaouennoù ar vro. N’eo ket fall e vez « koverioù », nemet ma lar an dud-se an orin. Mod all n’eo ket anezhe gwall savet mat.
A galon,
alan