Orin un ton
Ac’hanta Alan !
Setu, divizet ‘m eus kregiñ gant da forum (giz ‘poa kinniget din e-pad Emvod ar Gelted, kaozet hor boa e hor yezh en eil estaj ar « Palais des Congrès » ha da c’houde e « Klub K ». Dalc’het ‘peus soñj… Ma ‘peus ket, ne ra forzh… ‘vin ket feuket !).
Mat, ma kasan dit ar gemenadenn-mañ se zo evit ma c’houezin un tammig muioc’h a-zivout ar ganaouenn « An try marrak ». Hennezh a blij din kalz met plijet e vefen gouzout resisoc’h deus pelec’h e teu an ton (« ton breizhek mod-kozh » evel emaon o paouez lenn war golo ar gantenn).
A-galon, kenatchao kentañ tro !
salud,
ya soñj m eus mat tre;
tu vo din resisaat diwezhatoc’h ‘vit an ton un tammig eñvel Pennherez Keroulaz ar Barzaz Breiz;
cheñjet dija un tamm ‘vit ur bagad er bloavezhioù 60;
kenavo,
alan
Mat eo !
Evel just n’eo ket splann an traoù (al liamm etre an 2 don), met bez ez eus « livioù » heñvel an eil ouzh egile,memestra !
Mersi dit !
Ken ur wech all !
G.S.: Ennon e talc’han ur mor a c’houlennoù diwarnout (te, an hini en doa lakaet ac’hanon da zijoloiñ sevenadur hon hendadoù (henmammoù !!!).
me ‘glasko d’adkavout an orin resisoc’h.
Ma peus goulennoù all, kudenn ebet (marteze ‘vo dao gortoz un tamm );
kenavo,
alan
