Elfennoù diazez, Te…
 
Notifications
Retirer tout

Elfennoù diazez, Telenn la harpe bretonne… hag all.

(@import)
Membre

Demat dit Alan,

Ale, splujañ a ran e-barzh, kemeret eo bet an diviz ganin da skrivañ dit amañ !

Mat kenañ oa dit resisaat an traoù evel ‘peus graet barzh ar pennad « elfennoù diazez ». Kasi bemdez e glevan c’hoazh tud o lavar traoù faos ablamour n’o deus ket klevet pe komprenet mat ar pezh o deus selaouet ha gwelet. Lod all a lar sotonioù a bep seurt pezh a zo chalusoc’h c’hoazh. Met ar gwir zo ganit, pa n’eus den ebet evit displegañ petra eo Keltia ha perak ez eus ur sonerez geltiek… D’eus un tu, chom a ra atav ar santimant maezus, an aon da vezañ breizhat zoken m’o deus kresket ha chenjet an traoù goude al labour az peus graet. Gwir eo n’out ket an hini nemetañ hag en deus salvetaet ar sonerez met hep da levezon hag hini Glenmor, ne gredan ket e vefe kement a dud o kanañ hag o seniñ war da roudoù hag atav hiziv. N’eus ket pell ‘zo, Claude Mignon, aozadur sonerez ar strollad « Seven Reizh » a lare din e oa levezonet kreñv gant ar « Symphonie Celtique » pa ‘n eus skrivet ar sonerez evit ho fladenn diwezhat : « Samsara ». Evit echuiñ war ar pennad-mañ, spi ‘meus e vo tu dit kenderc’hel da reiñ menozioù seurt se evit, evel vez lavaret e galleg « Remettre les pendules à l’heure » !…

War ur pennad all, kinnig a rez pennadoù ho levr skrivet gant JN Verdier. An dra-se a vanke. Spi ‘m eus ivez e vo kendalc’het un tammig ivez hep reiñ al levr a-bez evel just met e-touesk tout ar pezh zo bet skrivet war an telenn, ma c’helfen kuzuliañ an tud da lenn unan evit diverrañ an traoù, e vefe hennezh !

Dre vras hag araok klozañ kavout a ran dreist an doare ho peus kavet da lakaat an dud da gejañ ganit ha kenetrezo war pep seurt abeg. Gouc’hemennoù dit da respont dit da bep hini rak, gouzout a ran kemer a ra un amzer spontus !

Ken ur wech all war « Stivell un delenn » pe amañ evit ur goulenn a vroudo ac’hanon. Digarez evit ar fazioù yezh ‘m eus lezet da straniñ sur a-walc’h, n’on ket brezhonegez a-vihanig met reiñ e venozioù e brezhoneg ur wech an amzer, cheñj a ra ha petra zo gwelloc’h evit difenn anezhañ ?

A galon.

Citation
Posté : 28/06/2007 2:12 am
 alan
(@alan)
Membre Moderator Registered

trugarez bras dit-te; ‘vit ar fazioù yezh n’eus ket kalz hag atav e chom un nebeut pa skrivomp memes goude lenn 800 gwech (gwir ‘vit al levr hon eus graet); o komz war al levr just ‘walc’h: n’implijin ket lodennoù skrivet gant Jean-Noël;
kavet m eus kaer lodennig Mairi’s wedding peus lakaet e « St un D »; m’eus ket kavet c’hoazh al lodennoù all;
a galon,
alan

un petit mot pour les participants au forum pour lesquels c’est du javanais:
excusez nous , mais si on s’abstenait de converser en Breton ici ce serait grave; si jamais quelqu’un est intrigué par ce qu’on dit, on pourra toujours en « divulguer » l’essentiel;
kenavo,
alan

RépondreCitation
Posté : 28/06/2007 12:35 pm
(@import)
Membre

Bremañ az peus klevet mat al lodenn gentañ evit ar sonerez, lakaat a rin ar restad splann gant liammoù war al lec’hienn. Kaset vo dit ivez ur roll eus an tammoù e sonjomp lakaat.

Effectivement, que ceux qui ne comprenne rien à ce « javanais » se rassurent, nous pourrons les éclairer. Le site quant à lui est dans les deux langues…

Kenavo.

RépondreCitation
Posté : 28/06/2007 3:46 pm
 alan
(@alan)
Membre Moderator Registered

trug.
alan

RépondreCitation
Posté : 28/06/2007 9:37 pm

Retour en haut