Bugaligoù
Salud dit,
un nebeut gerioù evit lavaret ez on plijet o welet bugaligoù va c’hlasad entanet gant da sonerezh. Ha lod anezho voe bet gouest da lavaret da anv mod-pe-vod.
Pa ouezer em boe bet traoù evel »Alan Stirenn », alato! N’eo ket moutik ‘ta!
Ouzhpenn-se int barrek da lakaat diforc’h etre un delenn ha binvioù kerdin all.
Setu neuze ur rummad nevez, koad glas, o tiwanañ. N’eo ket se hor gwir Nevez-Amzer? Beltan… de’i!
Trug vras!
Fentus an anv Alan Stirenn, memes ma ne soñj ket din on ur « star »…
Ha gwir eo memestra e vez stouvet an hent c’hoazh gant ar mediaoù ha ne ro ket din ar plas a vefe ma hini ma vefen ur gwir « arzhour gall ». Se memes ma omp deuet a-benn da gaout un tammig skoazell er mizioù-man endro ma Olympia.