
Brezhoneg war al lec'hienn
Demat Alan,
Petra ‘zo c’hoarvezet pa ne c’heller ket dibab ar brezhoneg ken war ho lec’hienn ???
N’eo ket ur rebech,ur goulenn ha netra all…
Trugarez vras evit Emerald. Labour kaer ha dispar eo… Evel an 22 bladenn all, anat eo.
O selaou a ran gant plijadur atav.
Laouen
Mar klaskit un troer a vicher evit nep troidigezh vrezhonek, kit e darempred gant www.brezhonekaat.com.
‘m eus ket an amzer d’e ober. Deuet eo Gwenvael a-benn d’ober war dro al lec’hienn pe dost e Galleg hag e Saozneg. Paz c’hoazh ‘vit ar Brezhoneg. Dont a ray.
Trugarez evit ho respont Alan, ha bloavezh mat !
Prizius eo ar toto, hervez… ho pladenn Emerald ivez !!!
Na kaer eo !
Bepred e choman bamet dirak ar pezh a grouit hag aze c’hoazh ur wech all…
Hag ouzhpenn ez eo plijet va bugale ivez. Dispar eo !
E tremenfe ho sonerezh eus ur rummad tud d’egile ken aes ha tra a gavan dreist.
Dreist evidoc’h, anat eo, met dreist evit hor bro ivez !
Trugarez Alan evit al labour a gasit da benn gant kement a galon hag a startijenn.
Ra ‘vo pinvidik, birvidik ha talvoudus ar bloavezh nevez evidoc’h da genderc’hel gant ho hent !
« Total respect » evel ma vez lavaret gant ar re yaouank en devezh a hiziv !!
Ken ar c’hentañ
Laouen
reizhadenn :
Prizius eo ar toto hervez… ho pladenn Emerald ivez !
Digarezit met sorset eo va urzhiataer ‘kred din !!!