
Ar Big
Penaos emañ ar bed ganez?
Emaon o paouez lenn al levr bet graet gant Alain Cabon diwar-benn Kevrenn Sant-Mark. Se a ra din soñjal out bet e skolaj (skolaich) Herri Leon. Lavar din (deomp) petra en deus degaset dit (levezon… awen) Ar Big.
Ha daoust din kaout da holl pladennoù ne ‘m eus soñj ‘pije bet « implijet » unan eus e donioù (ken buan all ne ‘m eus ket lennet mat levrigoù da CDioù?).
Dre vras e karfen gouzout petra e da sell ouzh e oberenn (verr siwazh…)?
Kenavo d’an deizioù ha yec’hed d’ho kostezioù!
G.S.: Gant ma n’eo ket re luziet va c’hemennadenn!
Ya, implijet m eus kalz a tonioù digant Herri Leon ha gant Donatien Laurent.
Bet ‘zo ul levr diwar benn ar skolaj, met n’eo ket re vat: n’eo ket lakaet an holl titloù adaozet ganin, n’eo ket lakaet an deizioù gwir emaon bet aze, hag all.
E Levr Kevrenn St Mark, plijet on bet d’ober ar pennad-stur. Siwazh n’eo ket lakaet sklaer d’am sonj el levr ma daremprejoù gante.
Pa m eus kroget da ganan em eus lakaet pozioù war ton bale Herri Leon ar Big. Kanet m eus Crepuscule sur la rade war ton Deuet mat oc’h Yann. Kanet m eus Enez Iog (anvet Arvor-you e Back to Breizh), An Enez c’hlas (Horses on the hills), Gwerz an ene reizh (Oeit on), hag all.
Keno,
alan