MARV HERRI GOURMELE…

 

Notifications

Retirer tout

MARV HERRI GOURMELEN


 alan

(@alan)
Membre Moderator Registered

Keloù ‘m eus bet, siwazh, eus marv Herri Gourmelen. Un dristidigezh muioc’h e-kreiz kement a kañvoù eo dao deomp gouzañv er mareoù-mañ.

Kejet hon oa dija er bloavezhioù 50 (!), ur blijadur e oa evidon kaozeal gantañ (nemet e Brezhoneg) bewech e oa tu, daoust da buhezioù ken leun an eil hag egile. 
En UDB e oa e-mesk ar re en em santen an tostañ. N’oan ket bepred a-du gant an UDB, mez a-du on bet evit un darn vras. 
Teir skeudenn laouen em eus em fenn: en ur staj Ar Falz e fin ar bloavezhioù 50, en ur fest-noz e St Herbod e kreiz ar bloavezhioù 60, ha wardro ar bloaz 2000 o kan-ha-diskanañ hon daou e Roazhon e-tal ur gannadez europead (en ur bodadeg evit difenn hor yezh dre skoazell Europa). 
Ur c’holl bras adarre. 
Kenavo Herri ha kalon vat d’e familh,
alan

Citation

Posté : 06/11/2020 12:22 pm

 

Retour en haut